L1 / k9 / miz Mezheven

miz Mezheven / juin LIVE 1 KENTEL 9

ROLL POELLADENNOÙ AR MIZ

  • AN NIVEROÙ / les nombres
  • AN DOARE GOURC’HEMENN / l’impératif
  • AR C’HEMMADURIOÙ / les mutations
  • KEÑVERIAÑ: DEREZ KEVATAL / le comparatif d’égalité
  • KEÑVERIAÑ: DEREZ UHELOC’H / le comparatif de superiorité
  • BEZAÑ (x5) / être (x5)
  • AN ARAOGENN GANT / la préposition GANT
  • “RET EO D’AN EIL PAOUR SIKOUR EGILE” besoin d’aide?

    Pas compris une règle, une correction ou un exercice? Envoyez-nous votre question plutôt que de rester dans le lagenn. Nous y répondrons personnellement sur la page GOULENNOÙ sous quelques jours.

    AN NIVEROÙ les nombres

    Apprenez de nouvelles formules en les devinant à partir des exemples.

    (moi) tout seul ma-unan
    (toi) tout seul
    (lui) tout seul
    (elle) toute seule
    (nous) seuls
    (vous) seuls
    (elles) seules
    Cliquez pour faire apparaître les réponses.
    • da-unan
    • e-unan
    • hec’h-unan
    • hon-unan
    • hoc’h-unan
    • o-unan (devant une voyelle, comme ici avec UNAN, les possessifs HE et HO peuvent s’allonger en HEC’H et HOC’H)

    deux par deux daou-ha-daou
    trois par trois
    quatre par quatre
    six par six
    sept par sept
    neuf par neuf
    dix par dix
    Cliquez pour faire apparaître les réponses.
    • tri-ha-tri
    • pevar-ha-pevar
    • c’hwec’h-ha-c’hwec’h
    • seizh-ha-seizh
    • nav-ha-nav
    • dek-ha-dek

    AN DOARE GOURC’HEMENN l’impératif

    Aidez ce pauvre bougre en exprimant des phrases à l’impératif, puisqu’il ne sait pas qu’ARABAT veut dire INTERDIT.

    Cliquez pour faire apparaître les réponses.• Arabat selaou. / Na selaou ket.
    • Arabat skrivañ. / Na skriv ket.
    • Arabat debriñ. / Na zebr ket.
    • Arabat butuniñ. / Na vutun ket.
    • Arabat komz. / Na gomz ket.
    • Arabat azezañ. / Na azez ket.
    • Arabat redek / Na red ket.

    AR C’HEMMADURIOÙ les mutations

    Ces mots peuvent être regroupés selon les mutations qu’ils entraînent à leur suite. Placez chacun sous le virus qui le représente.

    Cliquez pour faire apparaître les réponses.
    • LIZHERENN K: AR (article) / HOR (possessif) / UR (article)
    • DRE C’HWEZHAÑ: MA (possessif) / HE (possessif) / O (possessif)
    • DRE VLOTAAT: DA (possessif) / E (possessif) / NA (particule verbale) / NE (particule verbale)
    • KEMMESKET: E (particule verbale) / O (particule verbale)
    • DRE GALETAAT: HO (possessif)

    KEÑVERIAÑ: DEREZ KEVATAL comparer: égalité

    Passez d’une une comparaison de superiorité à une comparaison à l’égalité.

    + Ar sal–debriñ zo sklaeroc’h eget ar sal–dour.
    = Ar sal–debriñ zo
    + An amzer zo bravoc’h e Pornizh eget e Kastell–Briant.
    = An amzer zo
    + Ma mignoned zo onestoc’h egedout.
    = Ma mignoned zo
    + N’int ket keroc’h egetañ.
    = N’int ket
    + Marteze oc’h skuishoc’h egedomp.
    = Marteze oc’h

    Cliquez pour faire apparaître les réponses.
    • Ar sal-debriñ zo ken sklaer hag ar sal-dour.
    • An amzer zo ken brav e Pornizh hag e Kastell-Briant.
    • Ma mignoned zo ken onest ha te.
    • N’int ket ken ker hag eñ.
    • Marteze oc’h ken skuizh ha ni.

    KEÑVERIAÑ: DEREZ UHELOC’H comparer: supériorité

    Passez d’une comparaison à l’égalité à une comparaison de superiorité.

    = Pont Sant–Nazer zo ken uhel ha pont Chevire.
    + Pont Sant–Nazer zo
    = Ar Gwener zo ken plijus hag al Lun.
    + Ar Gwener zo
    = Benoni zo ken bras hag int.
    + Benoni zo
    = N’on ket ken drouk ha c’hwi.
    + N’on ket
    = Hiziv oc’h ken barrek ha me.
    + Hiziv oc’h

    Cliquez pour faire apparaître les réponses.
    • Pont Sant-Nazer zo uheloc’h eget pont Chevire.
    • Ar Gwener zo plijusoc’h eget al Lun.
    • Benoni zo brasoc’h egeto.
    • N’on ket droukoc’h egedoc’h.
    • Hiziv oc’h barrekoc’h egedon.

    BEZAÑ (1) être

    ZO, EMAÑ: choisissez entre ces deux formes du verbe BEZAÑ.

    • ZO / EMAÑ ma bugale er gêr ganin.
    • Ni ZO / EMAÑ en ur stal all.
    • E pelec’h ZO / EMAÑ ho preur?
    • N’ ZO / EMAÑ ket ar gwir ganeoc’h.
    • Sell! Ahont ZO / EMAÑ da sac’h.
    • Piv ZO / EMAÑ deuet asambles ganeoc’h?
    • Hastit buan! Envela ZO / EMAÑ arru dija.
    • War ar gwele ZO / EMAÑ , marteze.
    Cliquez pour faire apparaître les réponses.
    • Emañ ma bugale er gêr ganin.
    • Ni zo en ur stal all.
    • E pelec’h emañ ho preur?
    • N’emañ ket ar gwir ganeoc’h.
    • Sell! Ahont emañ da sac’h.
    • Piv zo deuet asambles ganeoc’h?
    • Hastit buan! Envela zo arru dija.
    • War ar gwele emañ, marteze.

    BEZAÑ (2) être

    EO, EMAÑ: choisissez entre ces deux formes du verbe BEZAÑ.

    • Chomet EO / EMAÑ e Paris.
    • Brasoc’h EO / EMAÑ ho ti, sur.
    • Er porzh EO / EMAÑ ar skolidi.
    • Gant piv EO / EMAÑ ho kartenn?
    • Aesoc’h EO / EMAÑ c’hoari e-unan.
    • Piv EO / EMAÑ an hini brudetañ?
    • Emichañs EO / EMAÑ war an hent.
    • N’ EO / EMAÑ ket deuet c’hoazh.
    Cliquez pour faire apparaître les réponses.
    • Chomet eo e Paris.
    • Brasoc’h eo ho ti, sur.
    • Er porzh emañ ar skolidi.
    • Gant piv emañ ho kartenn?
    • Aesoc’h eo c’hoari e-unan.
    • Piv eo an hini brudetañ?
    • Emichañs emañ war an hent.
    • N’eo ket deuet c’hoazh.

    BEZAÑ (3) être

    EUS, EMAÑ: choisissez entre ces deux formes du verbe BEZAÑ, et entourez le mot qui en est responsable.

    • E pelec’h ez EUS / EMAÑ an ti-kêr?
    • E Sant-Tegoneg ez EUS / EMAÑ mirdi ar bleizi.
    • Marteze ez EUS / EMAÑ ur voutailh c’hoazh.
    • Sell! War an daol ez EUS / EMAÑ al levr.
    • Er gegin ivez ez EUS / EMAÑ ur skinweler.
    • Kanet ez EUS / EMAÑ ur ganaouenn vrav.
    • Ganit ez EUS / EMAÑ ar sac’h nevez?
    • Er porzh ez EUS / EMAÑ ur c’hazh du.
    Cliquez pour faire apparaître les réponses.
    • (le mot ”décisif” est ici souligné: dans cet exercice, il ne s’agit que de l’article, défini ou indéfini, le sujet étant toujours derrière le verbe)
    • E pelec’h emañ an ti-kêr?
    • E Sant-Tegoneg emañ mirdi ar bleizi.
    • Marteze ez eus ur voutailh c’hoazh.
    • Sell! War an daol emañ al levr.
    • Er gegin ivez ez eus ur skinweler.
    • Kanet ez eus ur ganaouenn vrav.
    • Ganit emañ ar sac’h nevez?
    • Er porzh ez eus ur c’hazh du.

    BEZAÑ (4) être

    Inversez les phrases pour conjuguer la forme de situation du verbe BEZAÑ.

    C’hwi zo e Sant-Nazer.
    Paola zo er skol.
    Te zo e kreiz-kêr.
    Hi zo e Gwaled.
    Me zo ma-unan.
    Int zo e vakañsoù.
    Ni zo er jardin.
    Hennezh zo war vor.
    Cliquez pour faire apparaître les réponses.
    • C’hwi zo e Sant-Nazer. ↔ E Sant-Nazer emaoc’h.
    • Paola zo er skol. ↔ Er skol emañ Paola.
    • Te zo e kreiz-kêr. ↔ E kreiz-kêr emaout.
    • Hi zo e Gwaled. ↔ E Gwaled emañ.
    • Me zo ma-unan. ↔ Ma-unan emaon.
    • Int zo e vakañsoù. ↔ E vakañsoù emaint.
    • Ni zo er jardin. ↔ Er jardin emaomp.
    • Hennezh zo war vor. ↔ War vor emañ (hennezh).

    BEZAÑ (5) être

    Passez ces phrases au négatif.

    War ar pont emaomp.
    Te zo war ar foto.
    Gantañ emañ ma levr.
    O-unan emaint.
    En ostaleri emaoc’h?
    Ar grip zo ganin.
    Emaon er vouloñjeri.
    Int zo war droad.
    Cliquez pour faire apparaître les réponses.
    • War ar pont emaomp. ↔ N’emaomp ket war ar pont.
    • Te zo war ar foto. ↔ N’emaout ket war ar foto.
    • Gantañ emañ ma levr. ↔ N’emañ ket ma levr gantañ.
    • O-unan emaint. ↔ N’emaint ket o-unan.
    • En ostaleri emaoc’h? ↔ N’emaoc’h ket en ostaleri?
    • Ar grip zo ganin. ↔ N’emañ ket ar grip ganin.
    • Emaon er vouloñjeri. ↔ N’emaon ket er vouloñjeri.
    • Int zo war droad. ↔ N’emaint ket war droad.

    AN ARAOGENN GANT la préposition GANT

    Ces phrases indiquent la possession, puisque conjuguées avec KAOUT. Indiquez la détention, en les conjuguant avec BEZAÑ GANT, comme dans l’exemple.

    Ur c’harr-tan glas he deus. • Ur c’harr-tan glas zo ganti.
    Arc’hant hon eus.
    Dilhad droch en deus.
    Boutailhoù gwin o deus.
    Lunedoù he deus Lara.
    Kalz levrioù ho peus.
    Ur pellgomzer kozh az peus.
    Chas vil en deus Benead.
    Ur marc’h-houarn nevez-flamm am eus.
    Asiedoù lous o deus.
    Ur sac’h bihan du o deus ivez.
    Cliquez pour faire apparaître les réponses.
    • Arc’hant zo ganeomp.
    • Dilhad droch zo gantañ.
    • Boutailhoù gwin zo ganto.
    • Lunedoù zo gant Lara.
    • Kalz levrioù zo ganeoc’h.
    • Ur pellgomzer kozh zo ganit.
    • Chas vil zo gant Benead.
    • Ur marc’h-houarn nevez-flamm zo ganin.
    • Asiedoú lous zo ganto.
    • Ur sac’h bihan du zo ganto ivez.

    “RET EO D’AN EIL PAOUR SIKOUR EGILE” besoin d’aide?

    Toujours pas compris une règle, une correction ou un exercice? Envoyez-nous votre question plutôt que de rester dans le lagenn. Nous y répondrons personnellement sur la page GOULENNOÙ sous quelques jours.